menu-iconlogo
huatong
huatong
avatar

Son Alma Ata

Denez Prigenthuatong
prater_colettehuatong
Lời Bài Hát
Bản Ghi
Resevet 'm oa ul lizher, ya 'miz paseet 'zo dija

A ginnige din-me kanañ e ker Alma Ata.

Pelec'h 'oa ar barrez-se, n'am boa tamm mennozh ebet

Ha me da sell't ouzh ur gartenn evit bezañ skleraet

Furchet 'm eus e Breizh-Izel, o ya un tammig partout

Furchet 'm eus e Breizh-Uhel, hag adarre 'chomet boud

Alma Ata ebet c'hoazh en tu all d'ar frontier

Pellgomz 'ran diouzhtu d'an ti-ker 'doa kaset din al lizher

Bonjour deoc'h, Sekretourez, bonjour deoc'h a laran

Kontant da vont lec'h peus laret, met n'ouzon ket p'lec'h emañ

Furchet am eus war gartenn Breizh, war hini Bro C'hall ivez

Sur a walc'h 'm eus komprenet fall, ar pezh p'oa skrivet din me

Alma Ata, 'meus skrivet deoc'h, sellit war ur voul bremañ

Abalamour 'mañ ar ger-se, en URSS, e Kazakstan

Nhiều Hơn Từ Denez Prigent

Xem tất cảlogo